Marc'harid Breizh (1392-1428)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marc'harid Montfort)

Marc'harid Breizh, pe Marc'harid Moñforzh[1] (1392 - 13 Ebrel 1428), a oa ur briñsez vreizhat, merc'h d'an dug Yann IV (dug Breizh) (1339-1399) ha d'e drede pried Janed Évreux, anvet ivez «  Janed Navarra » (1370-1437).

Dimezet e oa Marc'harid d'ar baron breizhat Alan IX Roc'han.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p.478a; Roparz Hemon, "Istor Breizh La Borderie", Al Liamm, niv.168, 1975p.24