Maracas
Ar maracas (ger spagnolek lies) a zo ur benveg-seniñ eus Amerika Latin, anezhe div voull gleuz e penn un troadig d'o derc'hel e pep a zorn ha d'o hejañ. Graet e vezont gant koad, pe lêr peurvuiañ, met e mezell (pe plastik) ivez bremañ zoken.
E-barzh e vez lakaet tammoù gwer pe greun, riz ivez a-wechoù, d'ober trouz.
Implijet e vezont e Venezuela, e Kuba, e Puerto Rico da skouer.
Pijao[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maraca Pijao
Un doare maraca zo anvet maraca pijao, peogwir e teu eus ar bobl Pijao e Colombia. Un tamm brank kleuz eo, lakaet greun enni, ha stouvet en daou benn, hag a vez hejet gant ar soner.
Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar fleüter kuban Orlando Valle, lesanvet Orlando "Maraca" Valle.
Kolombia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maracas a vez da son cumbia.
Venezuela[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chile[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ouzhpenn eus ar benveg, eo eus ar gisti e vez lavaret maracas.
Uruguay[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Uruguay e vez graet an anv maracas eus ar binvioù-seniñ hag eus ar baotretaerien.