Marabou Afrika
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Ciconiiformes | ||
| Kerentiad : | Ciconiidae | ||
| Genad : | Leptoptilos | ||
| Anv skiantel | |||
| Leptoptilos crumenifer (Lesson, 1831) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Marabou Afrika (Leptoptilos crumenifer) a zo un evn hirc'harek hag a vev en Afrika issahara.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un evn bras eo marabou Afrika (war-dro 2.50 m), pavioù hir ha gris dezhañ, du pe gris-teñval e gein hag e zivaskell, gwenn e gof. Dibluñv eo e c'houzoug hag e benn. Ur c'hodell ruz zo a-istribilh ouzh e c'houzoug hag a servij p'emañ an evn o vragal.
Bevañ a ra betek 25 bloaz.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek an oad a 4 bloaz eo gouest da ouennañ hag an aliesañ e chom ar c'houblad asambles a-hed o buhez. Dozvet e vez 2 pe 3 vi gant ar barez en un neizh graet gant briñsennoù.
Er c'houlz-amzer sec'h e c'hoarvez ar gouennañ dre m'eo bas an dour ha diwar-se aezetoc'h pakañ gleskered ha pesked a ya d'ober magadur ar ploged.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un debrer gagnoù eo marabou Afrika. Gallout a ra debriñ stlejviled, pesked pe mirc'hed-raden ivez.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

