Mont d’an endalc’had

María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi

Eus Wikipedia
María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhVenezuela Kemmañ
Anv-bihanLuisa Kemmañ
Anv-familhCáceres Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekArismendi Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Gwe 1799 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCaracas Kemmañ
Deiziad ar marv2 Mez 1866 Kemmañ
Lec'h ar marvCaracas Kemmañ
Lec'h douaridigezhPanteon Nacional Kemmañ
PriedJuan Bautista Arismendi Kemmañ
María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi

Luisa Cáceres de Arismendi, pe María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi (1799 – 1866), ganet ha marvet e Caracas, a oa un harozez venezuelat, pried d'ar jeneral Juan Bautista Arismendi.

Ganet e oa en Caracas - Venezuela d'ar 25 a viz Gwengolo 1799. Merc'h e oa da José Domingo Cáceres, a orin eus Kanariez, ha d'e bried Doña Carmen Díaz. Badezet e voe en iliz Santa Rosalía, en Caracas. He zad a oa istorour ha kelenner latin, ha skol a reas d'e vugale. Daou vreur yaouankoc'h he doa, Félix ha Manuel Cáceres. Hi avat ne voe ket desket bras evelto, rak en amzer-se ne zeree ket nemeur reiñ deskadurezh d'ur plac'h savet da c'henel bugale he fried, met lenn ha skrivañ a ouie, ha deskiñ a reas karout he bro. Sachañ an evezh a rae gant he c'hoantiz hag he doareoù kuñv.

Aloubet e voe Spagn gant armeoù Napoleon a roas ar gurunenn d'e vreur Giuseppe Buonaparte. E trevadennoù Spagn, en Amerika, e oa tomm an holl ouzh ar brezel dieubiñ a oa krog e Spagn. E Venezuela e kavas d'an drevadennerien e oa un dro eus ar re vravañ d'den em zistagañ diouzh Spagn tra ma oa gwanaet, hag un toullad emsavadegoù a voe a bep tu. Renet e oant gant Francisco de Miranda, en devoa kemeret perzh en Dispac'h gall hag e brezel Amerika. E Gouhere 1811 ec'h embannas Venezuela e oa dieubet diouzh Spagn. Da-heul e tarzhas ar brezel evit frankiz Venezuela. En 1812 e krenas an douar e Caracas, ma edo Luisa hag he zud o chom, ha distrujet e voe kêr. Diskaret e voe Kentañ Republik Venezuela abalamour d'un emsavadeg llaneros. Eil Republik Venezuela a voe embannet d'ar 7 a viz Eost 1813, ne badas nemet un toullad mizioù, ha diskaret e voe ivez.

E 1814, pa ne oa ket María Luisa 15 vloaz c'hoazh, e voe goulennet he dorn gant ar c'horonal yaouank brogar Juan Bautista Arismendi, intañv goude marv e wreg, Doña María del Rosario Irala.

Ar jeneral Juan Bautista Arismendi, pried Luisa Cáceres de Arismendi. Eoullivadur gant Martín Tovar y Tovar, 1874

1814 a voe ur gwall vloaz d'ar republik nevez ha d'an tiegezh Cáceres. D'ar 6 a viz Meurzh e voe arsailhet gwarnizon Ocumare gant arme ar roueelour Francisco Rosete ha lazhet e voe tad Luisa a oa deuet di goude bet pedet gant e vignon Juan José Toro, komandant.

Komandantiezh an arme, en Caracas, e-lec'h ma oa ar c'horonal Juan Bautista Arismendi, a aozas neuze un droiad brezel gant studierien yaouank, hag a erruas d'ar 14 da sikour ar vrogarourien a oa gronnet en Ocumare. E-touez ar soudarded deuet da skoazellañ e oa Félix Cáceres, breur Luisa. Faezhet e voe soudarded Arismendi, prizoniet e voe Félix, ha lakaet d'ar marv d'ar 16 a viz Meurzh.

Goude ar faezhadennoù hag argadenn José Tomás Boves hag e “Legión infernal” e rankas arme ar vrogarourien kuitaat kêr Caracas; d'ar 7 a viz Gouhere 1814 e krogas ar giladeg war-zu ar reter, dindan Simón Bolívar ha José Félix Ribas (anaveet en istor ar vro evel Emigración a Oriente); entre an divroerien e oa an tiegezh Cáceres, mervel a reas darn, ma ne chomas nemet hi, he mamm, hag ur breur. Tremen a reas an divroerien dre Varcelona, ha mont etrezek Cumaná ma errujont e dibenn miz Eost. Ne voent ket sioul pell amzer rak dont a reas Boves da gemer kêr.

Kalzig anezho ac'h eas da Enez Margarita ma c'halle Arismendi kinnig un tamm surentez. Klask a rae ar c'horonal Arismendi war-lerc'h an tiegezh Cáceres, en devoa anavezet ha darempredet ur pennad en Caracas da nedeleg de 1813, kinnig a reas dezho dilhad ha bod, ha skoazell.D'ar 4 a viz Kerzu 1814 e timezas Luisa Cáceres d'ar c'horonal Juan Bautista Arismendi.

Kraouiet e Isla de Margarita

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Castillo Santa Rosa, en Isla de Margarita.

E 1815 e oa bet anvet Arismendi da c'houarnour an Enez Margarita pan erruas eno ar jeneral roueelour Pablo Morillo gant ul lestraz biskoazh ken bras e Venezuela. Heskinañ ar vroadelourien a veze graet gant ar Spagnoled, er Republik nevez. E-pad un toullad mizioù e voent o chom nepell diouzh La Asunción, dindan evezh ha gwask ar pennadurezhioù spagnol evel holl vroadelourien an enez.

En Gwengolo 1815 e voe roet urzh da vac'hañ Arismendi. Hennezh a dec'has hag a guzhas gant ur mab dezhañ e menezioù Copey. D'ar 24 a viz Gwengolo e voe harzet Luisa, ha hi dougerez, evit lakaat he fried da blegañ, ha bac'het e ti an tiegezh Amnés, ha goude kaset d'ur vac'h a oa er Castillo Santa Rosa en la Asunción.

Castillo San Carlos de Borromeo

En toull teñval-se, hep sklêrijenn, eus ar c'hreñvlec'h, e krogas heskinerezh ar soudarded a veze o harellat Luisa dizehan met ne blegas ket an harozez. Ur gward a veze oc'h eveshaat betek he fiñv disterañ, ha rediet e veze da zebriñ ar fallvoued a veze roet. Chom a rae Luisa en he c'hoazezdeiz ha noz hep fiñval abalamour da chom hep sachañ evezh ar gward. Un deiz e tremenas aluzener ar c'hreñvlec'h dirak he dor p'edo o tistreiñ eus e oberoù, hag e chomas da sellout outi. Truez outi en doe, ha goulenn ma vije kaset dezhi boued eus e gêr-eñ, ma vije tennet ar gward dirak an nor, ha ma vije roet gouloù dezhi.

E Philadelphia, SUA

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 3 a viz Mae 1818 ec'h erruas e Philadelphia ma anaveze tiegezh an amiral ha brogarour Lino Clemente, divroet e SUA, a roas harp dezhi.

En Caracas edo o chom betek an deiz ma varvas, d'an 28 a viz Mezheven 1866, goude gwelout he bro dieubet diouzh trevadennerezh Spagn.

Delwenn da Luisa en la Asunción
  • Kaset e voe he relegoù d'ar Panteón Nacional, d'ar 24 a viz Eost 1876, ha setu hi eo ar vaouez kentañ zo bet lakaet eno.
  • Un "Instituto Técnico Luisa Cáceres de Arismendi" zo e Caracas : [1]
  • un ospital -bugale zo en Caracas, anvet Hospital Pediátrico Luisa Cáceres de Arismendi, er c'h-Complejo Hospitalario José Ignacio Baldo
  • En La Asunción, ar gêr ma timezas, ha kêr-benn stad Nueva Esparta, emañ al leurgêr Luisa Cáceres de Arismendi.[2]
  • En kêr-benn kumun Silva, Tucacas, e stad Falcon, ez eus ul lise prevez anvet "Liceo Luisa Caceres de Arismendi" .
  • En kêr Maturín, kêr-benn stad Monagas, ez eus ul lise prevez anvet U.N.E.F.I "Luisa Cáceres de Arismendi".
  • Poltredet eo war ar bilhed 20 Bolivar Fuerte, krouet gant Hugo Chávez d'ar 1añ a viz Genver 2008.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ALFONZO, JUAN DE DIOS. 1974: “Luisa Cáceres de Arismendi”. Tipografía Carúpano. Carúpano – Venezuela.
  • ARRECHEA RODRÍGUEZ. ELIO. 1977: “Próceres y batallas de la independencia en la América bolivariana”. Cardenal Ediciones, S.A. Caracas – Venezuela. ISBN 84-399-8594-0
  • BLANCO, EDUARDO. 1960: “Venezuela Heroica”. Ediciones Antártida. Caracas – Venezuela.
  • CALZADILLA, JUAN. 1981: “Obras antológicas de la Galería de Arte Nacional”. Editorial La Gran Enciclopedia Vasca. Caracas – Venezuela. ISBN 84-248-011-1
  • CLEMENTE TRAVIESO, CARMEN. 1975: “Luisa Cáceres de Arismendi: ensayo biográfico”. 2ª ed. Asociación Cultural Interamericana. Caracas – Venezuela.
  • ERMINI ARISMENDI, SANTOS. 1961: “La máxima heroína: Luisa Cáceres de Arismendi”. Asociación Venezolana de Mujeres, Caracas – Venezuela.
  • MATA VÁSQUEZ, BARTOLOMÉ. 1991: “Luisa Cáceres de Arismendi, heroína, patriota y mártir”. Ediciones Trípode. Caracas – Venezuela.
  • OSSOTT, WILLY. 1969: “Castillos coloniales – Araya – La Asunción - Pampatar”. Corporación Venezolana de Fomento. Caracas – Venezuela.
  • PÉREZ, OMAR ALBERTO. 1995: “Luisa Cáceres de Arismendi”. En: “Diccionario multimedia de historia de Venezuela”. Fundación Polar. Caracas – Venezuela.
  • ROMERO MARTÍNEZ, VINICIO. 1987: “Mis mejores amigos 110 biografías de venezolanos ilustres”. Editorial Larense, C. A. * TRAVIESO, CARMEN CLEMENTE. 1975: “Luisa Cáceres de Arismendi. 1799-1866. Ensayo Biográfico”. Publicaciones de la Asociación Cultural Interamericana, Caracas – Venezuela.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]