María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi

Luisa Cáceres de Arismendi, pe María Luisa Cáceres Díaz de Arismendi (1799 – 1866), ganet ha marvet e Caracas, a oa un harozez venezuelat, pried d'ar jeneral Juan Bautista Arismendi.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en Caracas - Venezuela d'ar 25 a viz Gwengolo 1799. Merc'h e oa da José Domingo Cáceres, a orin eus Kanariez, ha d'e bried Doña Carmen Díaz. Badezet e voe en iliz Santa Rosalía, en Caracas. He zad a oa istorour ha kelenner latin, ha skol a reas d'e vugale. Daou vreur yaouankoc'h he doa, Félix ha Manuel Cáceres. Hi avat ne voe ket desket bras evelto, rak en amzer-se ne zeree ket nemeur reiñ deskadurezh d'ur plac'h savet da c'henel bugale he fried, met lenn ha skrivañ a ouie, ha deskiñ a reas karout he bro. Sachañ an evezh a rae gant he c'hoantiz hag he doareoù kuñv.

Aloubet e voe Spagn gant armeoù Napoleon a roas ar gurunenn d'e vreur Giuseppe Buonaparte. E trevadennoù Spagn, en Amerika, e oa tomm an holl ouzh ar brezel dieubiñ a oa krog e Spagn. E Venezuela e kavas d'an drevadennerien e oa un dro eus ar re vravañ d'den em zistagañ diouzh Spagn tra ma oa gwanaet, hag un toullad emsavadegoù a voe a bep tu. Renet e oant gant Francisco de Miranda, en devoa kemeret perzh en Dispac'h gall hag e brezel Amerika. E Gouhere 1811 ec'h embannas Venezuela e oa dieubet diouzh Spagn . Da-heul e tarzhas ar brezel evit frankiz Venezuela. En 1812 e krenas an douar e Caracas, ma edo Luisa hag he zud o chom, ha distrujet e voe kêr. Diskaret e voe Kentañ Republik Venezuela abalamour d'un emsavadeg llaneros. Eil Republik Venezuela a voe embannet d'ar 7 a viz Eost 1813, ne badas nemet un toullad mizioù, ha diskaret e voe ivez.

E 1814, pa ne oa ket María Luisa 15 vloaz c'hoazh, e voe goulennet he dorn gant ar c'horonal yaouank brogar Juan Bautista Arismendi, intañv goude marv e wreg, Doña María del Rosario Irala.

Ankoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar jeneral Juan Bautista Arismendi, pried Luisa Cáceres de Arismendi. Eoullivadur gant Martín Tovar y Tovar, 1874

1814 a voe ur gwall vloaz d'ar republik nevez ha d'an tiegezh Cáceres. D'ar 6 a viz Meurzh e voe arsailhet gwarnizon Ocumare gant arme ar roueelour Francisco Rosete ha lazhet e voe tad Luisa a oa deuet di goude bet pedet gant e vignon Juan José Toro, komandant.

Komandantiezh an arme, en Caracas, e-lec'h ma oa ar c'horonal Juan Bautista Arismendi, a aozas neuze un droiad brezel gant studierien yaouank, hag a erruas d'ar 14 da sikour ar vrogarourien a oa gronnet en Ocumare. E-touez ar soudarded deuet da skoazellañ e oa Félix Cáceres, breur Luisa. Faezhet e voe soudarded Arismendi, prizoniet e voe Félix, ha lakaet d'ar marv d'ar 16 a viz Meurzh.

Goude ar faezhadennoù hag argadenn José Tomás Boves hag e “Legión infernal” e rankas arme ar vrogarourien kuitaat kêr Caracas; d'ar 7 a viz Gouhere 1814 e krogas ar giladeg war-zu ar reter, dindan Simón Bolívar ha José Félix Ribas (anaveet en istor ar vro evel Emigración a Oriente); entre an divroerien e oa an tiegezh Cáceres, mervel a reas darn, ma ne chomas nemet hi, he mamm, hag ur breur. Tremen a reas an divroerien dre Varcelona, ha mont etrezek Cumaná ma errujont e dibenn miz Eost. Ne voent ket sioul pell amzer rak dont a reas Boves da gemer kêr.

Kalzig anezho ac'h eas da Enez Margarita ma c'halle Arismendi kinnig un tamm surentez. Klask a rae ar c'horonal Arismendi war-lerc'h an tiegezh Cáceres, en devoa anavezet ha darempredet ur pennad en Caracas da nedeleg de 1813, kinnig a reas dezho dilhad ha bod, ha skoazell.D'ar 4 a viz Kerzu 1814 e timezas Luisa Cáceres d'ar c'horonal Juan Bautista Arismendi.

Kraouiet e Isla de Margarita[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1815 e oa bet anvet Arismendi da c'houarnour an Enez Margarita pan erruas eno ar jeneral roueelour Pablo Morillo gant ul lestraz biskoazh ken bras e Venezuela. Heskinañ ar vroadelourien a veze graet gant ar Spagnoled, er Republik nevez. E-pad un toullad mizioù e voent o chom nepell diouzh La Asunción, dindan evezh ha gwask ar pennadurezhioù spagnol evel holl vroadelourien an enez.

En Gwengolo 1815 e voe roet urzh da vac'hañ Arismendi. Hennezh a dec'has hag a guzhas gant ur mab dezhañ e menezioù Copey. D'ar 24 a viz Gwengolo e voe harzet Luisa, ha hi dougerez, evit lakaat he fried da blegañ, ha bac'het e ti an tiegezh Amnés, ha goude kaset d'ur vac'h a oa er Castillo Santa Rosa en la Asunción.

En toull teñval-se, hep sklêrijenn, eus ar c'hreñvlec'h, e krogas heskinerezh ar soudarded a veze o harellat Luisa dizehan met ne blegas ket an harozez. Ur gward a veze oc'h eveshaat betek he fiñv disterañ, ha rediet e veze da zebriñ ar fallvoued a veze roet. Chom a rae Luisa en he c'hoazezdeiz ha noz hep fiñval abalamour da chom hep sachañ evezh ar gward. Un deiz e tremenas aluzener ar c'hreñvlec'h dirak he dor p'edo o tistreiñ eus e oberoù, hag e chomas da sellout outi. Truez outi en doe, ha goulenn ma vije kaset dezhi boued eus e gêr-eñ, ma vije tennet ar gward dirak an nor, ha ma vije roet gouloù dezhi.


E Philadelphia, SUA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 3 a viz Mae 1818 ec'h erruas e Philadelphia ma anaveze tiegezh an amiral ha brogarour Lino Clemente, divroet e SUA, a roas harp dezhi.

En Caracas edo o chom betek an deiz ma varvas, d'an 28 a viz Mezheven 1866, goude gwelout he bro dieubet diouzh trevadennerezh Spagn.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn da Luisa en la Asunción
  • Kaset e voe he relegoù d'ar Panteón Nacional, d'ar 24 a viz Eost 1876, ha setu hi eo ar vaouez kentañ zo bet lakaet eno.
  • Un "Instituto Técnico Luisa Cáceres de Arismendi" zo e Caracas : [1]
  • un ospital -bugale zo en Caracas, anvet Hospital Pediátrico Luisa Cáceres de Arismendi, er c'h-Complejo Hospitalario José Ignacio Baldo
  • En La Asunción, ar gêr ma timezas, ha kêr-benn stad Nueva Esparta, emañ al leurgêr Luisa Cáceres de Arismendi.[2]
  • En kêr-benn kumun Silva, Tucacas, e stad Falcon, ez eus ul lise prevez anvet "Liceo Luisa Caceres de Arismendi" .
  • En kêr Maturín, kêr-benn stad Monagas, ez eus ul lise prevez anvet U.N.E.F.I "Luisa Cáceres de Arismendi".
  • Poltredet eo war ar bilhed 20 Bolivar Fuerte, krouet gant Hugo Chávez d'ar 1añ a viz Genver 2008.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ALFONZO, JUAN DE DIOS. 1974: “Luisa Cáceres de Arismendi”. Tipografía Carúpano. Carúpano – Venezuela.
  • ARRECHEA RODRÍGUEZ. ELIO. 1977: “Próceres y batallas de la independencia en la América bolivariana”. Cardenal Ediciones, S.A. Caracas – Venezuela. ISBN 84-399-8594-0
  • BLANCO, EDUARDO. 1960: “Venezuela Heroica”. Ediciones Antártida. Caracas – Venezuela.
  • CALZADILLA, JUAN. 1981: “Obras antológicas de la Galería de Arte Nacional”. Editorial La Gran Enciclopedia Vasca. Caracas – Venezuela. ISBN 84-248-011-1
  • CLEMENTE TRAVIESO, CARMEN. 1975: “Luisa Cáceres de Arismendi: ensayo biográfico”. 2ª ed. Asociación Cultural Interamericana. Caracas – Venezuela.
  • ERMINI ARISMENDI, SANTOS. 1961: “La máxima heroína: Luisa Cáceres de Arismendi”. Asociación Venezolana de Mujeres, Caracas – Venezuela.
  • MATA VÁSQUEZ, BARTOLOMÉ. 1991: “Luisa Cáceres de Arismendi, heroína, patriota y mártir”. Ediciones Trípode. Caracas – Venezuela.
  • OSSOTT, WILLY. 1969: “Castillos coloniales – Araya – La Asunción - Pampatar”. Corporación Venezolana de Fomento. Caracas – Venezuela.
  • PÉREZ, OMAR ALBERTO. 1995: “Luisa Cáceres de Arismendi”. En: “Diccionario multimedia de historia de Venezuela”. Fundación Polar. Caracas – Venezuela.
  • ROMERO MARTÍNEZ, VINICIO. 1987: “Mis mejores amigos 110 biografías de venezolanos ilustres”. Editorial Larense, C. A. * TRAVIESO, CARMEN CLEMENTE. 1975: “Luisa Cáceres de Arismendi. 1799-1866. Ensayo Biográfico”. Publicaciones de la Asociación Cultural Interamericana, Caracas – Venezuela.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]