María Cristina me quiere gobernar
Neuz
María Cristina me quiere gobernar zo ur ganaouenn spagnolek fentus hag ur guaracha savet gant ar c'haner kuban Ñico Saquito (1901-1982), eus Santiago de Cuba.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur vojenn e vije ur ganaouenn-bobl c'hoapaus savet diwar-benn ar rouanez spagnol María Cristina (1806-1878), pevare pried ar roue Fernando VII, a oa intañvezet en yaouank hag addimezet da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez a vije penn-peul ar ganaouenn.
N'eus prouenn ebet a gement-se avat, hag ur ganaouenn fentus didro eo, difoupet eus spered Ñico Saquito evel un toulladig re all, ha ne oa ket nec'het paotr Kuba gant rouanezed spagnol ar c'hantved a-raok.