Maouez o lenn (Gwreg al livour)

Eus Wikipedia
Maouez o lenn, 1869.

"Maouez o lenn" zo ur poltred eus gwreg al livour rus Ivan Kramskoy, savet gant an arzour e 1869.

Sofia Nikolaevna Kramskaya (ganet Proc'horova) a oa gwreg Ivan Kramskoy adalek 1862. C'hwec'h bugel o doa, hag ur verc'h, Vera, ganet e 1866, a oa livourez evel he zad.
A-raok dimeziñ gant al livour e veve Sofia gant un den dimezet, ul livour all anvet Popov ; en hec'h unan e chomas goude m'en doa al livour kuitaet Impalaeriezh Rusia, ha barnet e voe gant an dud. He stad ne oa ket mat. En deizioù-hont he doa graet anaoudegezh gant Ivan Kramskoy, hag hennezh en doa astennet e zorn dezhi. Met dimeziñ ganti ne oa ket evit sikour ar vaouez yaouank hepken. Karout a rae anezhi ivez.

Evit al livour e teuas da vezañ e awen, e skoazellerez. Kalz taolennoù zo bet krouet a-drugarez dezhi. Goude Ravolt ar Pevarzek e miz Du 1863 e voe aozet "Artel an arzourien". Sofia Nikolaevna a rae war-dro menaj hag ezhommoù diabarzh an artel. Aozañ a rae emgavioù al livourien hag an arzourien all.

Ar poltred-mañ a ziskouez Sofia Nikolaevna, azezet en ul liorzh bennak, e skeud ar wezenn. He dorn dehou zo war he zal, he daoulagad a sell ouzh al levr digor a zo en he dorn kleiz.