Manuel Belgrano

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Manuel Belgrano

Manuel José Joaquín del Corazón de Jesús Belgrano, pe Manuel Belgrano ent-berr (3 Mezheven 177020 Mezheven 1820), a oa un alvokad, ur jeneral hag ur politiker eus Arc'hantina. Bez' eo unan eus Libertadores Arc'hantina hag un haroz broadel eo er vro-se.

Unan eus renerien emsavadeg 1810 e voe. Ha dont a reas da vezañ jeneral en arme dieubidigezh a stourme ouzh ar roueelourien spagnol. Meur a emgann a c'hounezas er bloavezhioù 1810. Unan eus sinerien Disklêriadur Dizalc'hiezh Arc'hantina e voe, e San Miguel de Tucumán d'an 9 a viz Gouere 1816.

Meur a lec'h zo bet lakaet en e anv en Arc'hantina, hag ul lestr brezel, an ARA General Belgrano, hag a voe kaset d'ar strad e Brezel an Inizi Maloù, e 1982.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.