Libertadores
Neuz
Libertadores a vez lavaret, e spagnoleg ha portugaleg, eus renerien veur an emsav broadel en Amerika latin e-pad ar Brezelioù Dizalc'hted Spagnamerika, lesanvet hiziv "padres de la patria" er broioù-se, hag a glaske distagañ diouzh Spagn.
Bourc'hizien binvidik ganet en Amerika e oant holl, eus ar rumm tud a veze graet Criollos anezho, levezonet gant ar frankizouriezh, enebet ouzh harperien an unpenniezh hollc'halloudek, hag alies e oant bet o servij en arme Spagn en Europa.
Ar re bennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Simón Bolívar eus Bolivia
- José de San Martín, en Arc'hantina
Emweladenn Guayaquil etre an daou zen meur en 1822 a voe un darvoud a bouez e dieubidigezh Kreisteizamerika. Gant an daou anv-se e lakaer ivez
- Francisco de Miranda hag Antonio José de Sucre en Venezuela
- Bernardo O'Higgins ha José Miguel Carrera en Chile
Re all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Francisco de Paula Santander ha Antonio Nariño e Kolombia
- Agustin de Iturbide e Mec'hiko
- Manuel Belgrano ha Martín Miguel de Güemes en Arc'hantina
- José Gervasio Artigas ha Juan Antonio Lavalleja en Uruguay
- Fulgencio Yegros haGaspar Rodríguez de Francia e Paraguay
- Tupac Katari, Manuel Ascencio Padilla hag e wreg Juana Azurduy e Bolivia
- Túpac Amaru II, Francisco Antonio de Zela hag Andrés de Santa Cruz e Perou
- José Bonifácio e Brazil
- Juan Pablo Duarte er Republik Dominikan
- Francisco Morazán en El Salvador
- José de Fábrega e Panamá
- Carlos Manuel de Céspedes ha José Martí e Kuba.
Armeoù Libertadores
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Sucre, Bolívar y San Martín" Argentina, Ministerio de Economía
- "The Battles of the War of South American Liberation, 1810-1824" - Libertadores
- "Los libertadores de América" Revista Hipernova