Mandaneg
Mandaneg (') | |
---|---|
Hogozik marv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Stadoù-Unanet |
Rannved : | Amerika |
Komzet gant : | 1 a-vihanik (2009) |
Renkadur : | Goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù siouek-katawbek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | sio |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | MHQ |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh siouek-katawbek eo ar mandaneg. E 2009 n'eus ket nemet ur c'homzer a-vihanik, e mirlec'h Fort Berthold e Norzh-Dakota, met desket e vez er skolioù.
Darempredoù genel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a raed da gentañ e oa ar mandaneg ur c'har da yezhoù an Hidatsaed hag ar C'hrowed. Evel m'o deus ar vandaned bevet e-kichen ar meuriadoù-se e-pad un amzer hir eo gwirheñvel e oa bet levezonet bras o yezh gant o re. Diaes-tre eo, abalamour d'an dra-se, resisaat lec'hiadur ar mandaneg e-touez ar yezhoù siouek hag ar peurliesañ e lakaer anezhañ en un isskour distag.
Div rannyezh he-doa ar mandaneg :
1. Nuptare 2. Nuetare
Nuptare hepken a dreuzvevas betek an XXvet kantved hag an holl gomzer a voe divyezher en Hidatsaeg. E 1999 ne chome nemet 6 mandaneger bev, hag e 2009 unan nemetken. Kelennet eo ar yezh e skolioù ar mirlec'h, avat.
Fonologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu fonemmoù ar mandaneg :
- konsonennoù: /p, t, k, ʔ, s, ʃ, x, h, w, r/
- Vokalennoù: /i, e, a, o, u, iː, eː, aː, oː, uː, ĩ, ã, ũ, ĩː, ãː, ũː/
Tonennoù en deus ar mandaneg
Niveroù e mandaneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 mahanah
- 2 nompah
- 3 namary
- 4 tohpa
- 5 kakhu
- 6 kemah
- 7 kupah
- 8 tutuka
- 9 mahpa
- 10 perug
Iskizadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiet e oa bet a-dost ar yezh pa veze kredet gant lod e oa ar Vandaned diskennidi eus Kembreiz, ha klasket e oa bet heñvelderioù etre ar mandaneg hag ar c'hembraeg.