Mont d’an endalc’had

Malton (Yorkshire)

Eus Wikipedia
Iliz-parrez Saint Michael, e kreiz kêr Malton

Malton zo ur gêr hag ur barrez keodedel eus hanternoz Bro-Saoz, e kontelezh North Yorkshire. Gwechall e oa e North Riding of Yorkshire ha bremañ emañ e Distrig Ryedale. War-dro 13 000 a dud zo o chom e Malton.

Emañ ar gêr en hanternoz d'ar stêr Derwent. Er c'hreisteiz d'ar stêr emañ Norton-on-Derwent. Gwechall e verke ar stêr Derwent ar vevenn etre an North Riding hag an East Riding e Yorkshire.

D'ar mare ma oa ar Romaned en Enez Vreizh o doa savet eno ur c'hreñvlec'h anvet Derventio Brigantum pe Derventio hepmuiken, war lez ar stêr Derwent.

Plakenn e koun furchadegoù Philip Corder

Sed amañ ar stummoù kozh a gaver eus an anv, ennañ moarvat an elfenn -ton : Maltune, DB; Maaltun, c 1150 SD; Mealton, Vetus Mealton, 1190 P. eus saozneg koz Middeltun[1].

  1. Eilert Ekwall : Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. Fourth Edition. 1980

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.