Makabeed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hervez ar Bibl (Kentañ Levr ar Vakabeed hag Eil Levr ar Vakabeed[1]) e oa ar Vakabeed un tiegezh a gemeras penn ar stourm enep ar rouaned hellenadek (Seleukided) e Rouantelezh Yehouda war-dro 165 kent JK.

Daoust ma ne oa nemet Youdas o vezañ en-strizh lesanvet Makabai (Ar morzhol) e vez implijet an anv Makabeed pa gomzer eus Matathias ar beleg eus lignez Asmon (a vije bet tad-you-gozh Matathias), a renas an emsavadeg da gentañ hag eus e vibien Youdas, Yonathan ha Simon.

E Kentañ Levr ar Vakabeed (1M) e veneger Matathias, Youdas, Yonathan ha Simon. Ne gaver nemet Youdas en Eil Levr ar Vakabeed[2].

Matathias a voe e penn ar Yuzevien e 168-167 kent JK, Youdas etre 167 ha 152 kent JK, Yonathan etre 152 ha 142 ha Simon etre 142 ha 134 kent JK.

Gant Youdas e voe glanaet an Templ e 164 kent JK. En darvoud-se e kaver orin gouel Hanouka.

Goude marv Simon e chomas izili eus al lignez e-penn Yehouda. Graet e vez rouaned Asmonat anezho. Renet o deus en un doare damemren war Yehouda betek 37 kent JK[3].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh ar Bibl gant An Tour-Tan, levrenn 5, al Levrioù eilkanonel, 1986, pp 64-126
  2. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, p 101
  3. (fr) Le petit Robert des noms propres, embannadur 1995, p 131