Eil Levr ar Vakabeed
Hervez troerien An Tour-Tan e vefe Eil Levr ar Vakabeed (da lakaat kentoc'h da gentañ, rak skrivet eo bet war-dro 120 KJK. Evel M1 ez eo unan eus al Levrioù eilkanonel. M) N'eus ket da glask ennañ un heuliad da Gentañ Levr ar Vakabeed (1M), met un danevell all eus an hevelep darvoudoù, pe damdost. Un berradur e vefe, hervez ar skrivagner, eus un oberenn e pemp levrenn bet skrivet gant Yason, ur C'hurenead yuzev (2M 2, 23), war-dro 160 KJK.
"E penn e labour en deus laket daou lizher gant Yuzevien Yerousalem d'o breudeur a zo en Ejipt, o pediñ anezho da lidañ a-unan ganto gouel glanedigezh pe dedi an Templ. Klask a ra ar skrivagner tennañ kentel eus an darvoudoù danevellet gantañ : an heskinadeg o deus bet ar Yuzevion da ziwaskañ ne deo nemet un dra reizh en abeg d'o fec'hedoù, met tremenet eo ar brasañ eus ar reuzioù, rak truezet en deus an Aotroù, ha daskoret eo bet al Lec'h santel d'al lidoù ha d'ar gouelioù. Dav eo eta d'o breudeur arallvro kenlidañ ganto ar frankiz adkavet[1]. Evit reiñ tu d'e genvroiz da gompren an darvoudoù c'hoarvezet en deus fellet d'an aozer ober un diverradur anezho."[2].
Displegañ a ra 2M muioc'h eget 1M orin a heskinadeg he deus degaset emsavadeg Youdas Makabai. Ne veneg na Matathias na breudeur Youdas. Kavout areer e 2M darvoudoù evel istor Eliodor, merzheriadenn Eleazar hag ar seizh breur, a traoù all c'hoazh n'int ket meneget e 1M. Kavout a reer el levr arroudennoù e-keñver ar re varv, dasorc'hidigezh a re just evit ar vuhez peurbadel[3].