Mont d’an endalc’had

Magnus Julius De la Gardie

Eus Wikipedia
Magnus Julius De la Gardie, jeneral svedat.

Magnus Julius De la Gardie (1668-1741) a oa ur jeneral ha politiker svedat, e penn ar strollad politikel Hattarna.

Ganet e oa d'ar 14 a viz Ebrel 1668 e Stockholm. Mab e oa da Axel Julius De la Gardie,

Mont a reas da soudard d'an arme c'hall da gentañ hag ober a reas brezel Hêrezh Spagn. Goude emgann Malplaquet e 1709, e voe anvet da goronal, ha lakaet e penn rejimant Dalarna, ha gantañ e kemeras perzh en emgann Gadebusch en 1712. Goude an trec'h e voe anvet da vajor jeneral, hag en 1717 da letanant jeneral.

Goude marv reuzus ar roue Karl XII en 1718, e teuas Magnus Julius De la Gardie da vezañ ezel eus Kuzul Sveden. Neuze e c'houlennas ouzh an tisavour Joseph Gabriel Destain sevel dezhañ Palez Tullgarn. En 1719 e voe anvet da brezidant ar c'h- Kommerskollegium, hag e 1727 e voe anvet da varichal.

Mignon e oa Magnus Julius De la Gardie d'ar rouantelezh c'hall. Er Riksdag e 1734, e kinnigas tostaat ouzh Bro-C'hall. Diwar skouer ar gizioù gall ec'h aozas saloñsoù politikel, un dra nevez er vro e deroù an XVIIIvet kantved. Krediñ a c'haller e voe savet ar gostezenn Hattarna en unan eus ar saloñsoù-se.

Eured ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa da Hedvig Catharina Lillie (1695-1745) ha bugale o doe:

Mervel a reas e Stockholm e 1741. E verc'h Hedvig Catharina De la Gardie, anvet evel he mamm, a gasas war-raok mennozhioù ar gostezenn Hattarna.