Mont d’an endalc’had

Magnetes

Eus Wikipedia

Magnetes, pe Magneted (e gregach Μάγνητες), a veze lavaret eus ur meuriad gresian.

Meneget int en eil levr an Ilias, oberenn veur ar barzh Homeros : eus Tessalia e oant, en tolead a zo bet anvet Magnesia, ha gant arme ar C'hresianed ez eas o soudarded da ober brezel Troia, ha da lakaat seziz war gêr Troia.

Diwezhatoc'h o deus krouet div geoded c'hresian en kornôg Anatolia, Magnesia ar Maeander ha Magnesia ad Sipylum.

Hervez ar barzh Hesiodos, e Katalog ar Maouezi, e vije bet Thyia, merc'h d'ar roue Deucalion, o c'hoari daou gant an doue Zeus, ha ganet daou vab anezhi: Magnes ha Makednos, hendadoù ar pobloù Magnetes ha Macedones.