Magere Brug
Magere Brug (Pont Treut e nederlandeg) a zo ur pont a-us d'ar stêr Amstel e-kreiz Amsterdam. Tostik da g-Kerkstraat, etre Keizersgracht ha Prinsengracht emañ.
Ur pont-gwint hengounel eo, dezhañ div lodenn e koad, livet e gwenn. Ar pont kentañ a voe savet e 1670, met ken strizh e oa ken e oa diaes da zaou zen e dreuziñ war un dro. Adsavet e voe e 1871, ha kempennet e 1969 evit ma c'hallfe ar c'hirri tremen warnañ. Kirri a dremenas warnañ betek 2003. Er bloavezh-se e voe dreset ha kempennet a-seurt ma vez implijet gant marc'houarnherien ha kerzhourien nemetken.
Ur pont 80m hirder ha nav zreuziad dezhañ eo. Meur a wech e vez savet bemdez, evit ma c'hallfe ar c'hobiri tremen dindanañ. Diouzh an noz e vez sklerijennet gant 1 200 lampig.
Bep bloaz da zevezh an dieubidigezh (lidet d'ar 5 a viz Mae en Izelvroioù) e vez aozet ur sonadeg tost ouzh ar pont, hag ar rouanez Beatris a arvest outi.
Meur a wech eo bet implijet ar pont e filmoù, evel da skouer e-barzh Diamonds Are Forever, eus rummad filmoù James Bond.