Magda von Dolcke

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Magda von Dolcke

Magda von Dolcke, bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1838 en Åbenrå (Danmark) hag aet da Anaon e 1926, a oa un aktourez danat hag a laboure e Sveden. Serc'h e voe d'ar roue Oscar II.

August Strindberg a brize he doare-c'hoari naturel, Fritz von Dardel avat ne rae ket : kenedek ha diampart, a lavare diwar he fenn, roet lec'h dezhi er c'hoariva abalamour d'he darempred gant ar roue ha netra ken. Adalek 1874 e reas troiadoù er vro gant he c'hompagnunezh dezhi, ma krogas Albert Ranft da c'hoari.

Kuitaat a reas al leurinier goude dimeziñ d'ur rener embregerezh, John Bosse, en Kopenhagen.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]