Machriq
Neuz
(Adkaset eus Machrek)
Ar Machriq (pe Machreq, Machrik, Machrek), (en arabeg : مشرق) eo al lodenn eus ar bed arab eus tu ar sav-heol, hag enebet e vez ouzh Maghrib, a zo tu ar c'huzh-heol. Klotañ a ra gant ar vro etre ar Mor Kreizdouar hag Iran. Pa vez anv eus "Machriq Bras" e c'haller lakaat e-barzh Ledenez Arabia hag Egipt. Homañ a vez lakaet da vezañ koulz e Maghrib hag e Machriq.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Machriq" a dalvez kement ha "bro ar sav-heol", tra ma talvez "Maghrib" kement ha "bro ar c'huzh-heol".