Mícheál Ó Máirtín

Eus Wikipedia
Mícheál Ó Máirtín e-tro 2020

Mícheál Ó Máirtín en iwerzhoneg, Micheál Martin e saozneg, zo ur politikour eus Iwerzhon, ganet d'ar 1 a viz Eost 1960 e Korkig.

Dilennet e voe kannad en Dáil Éireann, kambr izel ar vro. Anvet e voe da vinistr an Deskadurezh e 1997 e-barzh gouarnamant Bertie Ahern e 1997. Dont a reas da vezañ ministr ar Yec'hed e 2000 ha ministr an Embregerezhioù e 2004. E 2008 e voe anvet da vinistr an Aferioù Estren gant ar c'hentañ ministr nevez Brian Cowen

Penn ar strollad Fianna Fáil eo abaoe 2011. Deuet e voe da vezañ Taoiseach Republik Iwerzhon etre an 20 a viz Gouere 2020 hag an 17 a viz Kerzu 2022. Un emglev a oa bet skoulmet etre Fianna Fáil ha Fine Gael, strollad Leo Varadkar hag a gemeras e blas evel penn ar gouarnamant. Dont a reas Micheál Martin da vezañ bes-kentañ ministr, ministr an Aferioù estren ha ministr an Difenn er gouarnamant nevez.