Mont d’an endalc’had

Máirtín Ó Direáin

Eus Wikipedia
Máirtín Ó Direáin

Máirtín Ó Direáin (distaget[ˈmɑːrʲtʲiːɲ oːdʲiˈrʲɑːɲ]) a oa ur barzh iwerzhonek genidik eus an inizi Árainn, e kornôg Iwerzhon. Ganet e oa bet e Fearann a' Choirce en Inis Mór e 1910, ha bevet en doa e Gaillimh hag e Dulenn. Mab da labourerien-douar e oa hag an iwerzhoneg e oa e yezh kentañ. Goude e studioù e voe kargiad etre 1928 ha 1975, e Gaillimh da gentañ hag e Dulenn da c’houde.

E levr barzhonegoù kentañ a zeuas er-maez e 1942, dindan an titl "Coinnle Geala" (Goulaouennoù skedus), ha goude-se e kendalc’has da skrivañ barzhoniezh a-hed e vuhez. Er bloavezhioù 1980, pa oa war e leve, e savas al levr danevelloù "Feamainn Bhealtaine" (Goumon Mae), zo bet studiet gant miliadoù a vugale er skolioù. Mervel a reas e Dulenn e 1988.

  • Rogha Dánta (1949)
  • Ó Mórna agus Dánta Eile (1957)
  • Ar Ré Dhearóil (1962)
  • Cloch Choirnéil (1967)
  • Crainn is Cairde (1970)
  • Dánta 1939-79 (1980)
  • Ceacht an Éin (1984)
  • Béasa an Túir (1984)
  • Tacar Dánta/Selected Poems (1984)
  • Craobhóg: Dán (1986)
  • Feamainn Bhealtaine (1961)
  • Skrid, niv. 33 ("Barzhonegoù iwerzhonek"), 8 barzhoneg gant Máirtín Ó Direáin, troet e brezhoneg gant Éamon Ó Ciosáin.
  • Al Liamm, niv. 120, div varzhoneg tennet eus Ar Ré Dhearóil