Mont d’an endalc’had

Lydia Oswald

Eus Wikipedia

Lydia Oswald a oa ur spierez a orin suis bet barnet e Brest miz Gwengolo 1935 gant Kuzul brezel morlu Brest ha kondaonet d'an 11 a viz Gwengolo da nav miz toull-bac'h ha 5000 lur tell-gastiz. Un tamm reuz a reas ar prosez er c'helaouennoù d'ar mare-se.

Ganet oa bet d'an 13 a viz Gwengolo 1906 e Sankt Gallen e Bro-Suis. Kroget he dije gant he micher spierez evit Bro Alamagn er bloavezhioù 1930. Dont a reas da Vrest e miz Genver 1935 abalamour da zastum titouroù a-zivout ar morlu. Harzet e voe e ti-gar Brest d'an 2 a viz Meurzh 1935. Barnet e voe asambles gant daou ofisour gall René Guignard ha Jean de Forceville tamallet dezho bezañ sikouret anezhi. Goude bezañ echuet he c'hastiz e toull-bac'h Pontaniou e dibenn ar bloavezh 1935 e kuitaas Brest d'an 2 a viz Kerzu. War a seblant e kendalc'has gant ar spierezh goude.

Ur pennad a-zivout "Afer Lydia Oswald" savet gant Fabian Losteg ha Jeremi Kostiou a gaver el levr bannoù-treset Avel reter gant Briac embannet gant Nadoz-Vor Embannadurioù.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]