Luskad arallour

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Al luskad arallour e Bro-C'hall a zo ganet er bloavezhioù 1980-85, gant ar re yaouank o doa c’hoant da vezañ gwelet ha klevet er gevredigezh. C’hoant o doa ivez e vefe ar sevenadurezh hag an deskadurezh digoret d’an holl. Kerzhedoù sonerezhel, sevenadurel, kelaouennel… a zo bet, gant doareoù da vezañ ha da soñjal.

Adperc’hennadur a doareoù eztaolan eo.

An dud el luskad-mañ o doa c’hoant mont a-enep d’ar mediaoù kenwerzhel ha da werzhadennoù an deskadurezh, aet oant skuizh gant an dud brudet dizedennus ha gant marc’had an arc’hant.

Mennozhioù enepgouennelour, enepfaskour, evit gwirioù ar merc'hed, enep-kapistalistour... a oa ganto. Klevet ‘vez nebeutoc’h eus an traoù-se peogwir eo cheñchet an traoù, nebeutoc’h a draoù a zo graet met chom a ra bev al luskad gant strolladoù sonerezh, fanzinoù…

Er skwatoù eo ganet unan eus mennozhioù al luskad arallour.

Graet eo oant bet gant tud yaouank o doa ezhomm plas ha lec’hioù disheñvel evit eztaolañ ha bevañ, aloubiñ a reont neuze tiez didud : krouet eo ar skwatoù.

Enno e vez aozet sonadegoù, taolioù-kelaouiñ, skignet ‘vez filmoù… Tu ‘oa da livañ, aozañ stalioù evit dizoleiñ dudioù… An dud o doa c’hoant e vefe ar sevenadurezh hag an deskadurezh digor d’an holl.

Ar raktresoù hag an divizoù ‘vez kemeret asambles, den ebet zo e penn, ul lec’h emveret eo ar skwatoù ha ne vez ket a geñverioù arc’hant.

Mennozh an « DO IT YOURSELF » a zo erruet ivez, « gra an traoù da unan ». N'eus ket ezhomm bezañ mab/merc'h un den brudet, bezañ ur mailh war ur beñveg sonerezh pe gaout arc'hant evit ober sonerezh hag arzoù.

Strolladoù sonerezh, un endro sonerezhel disheñvel a vez savet, fanzinoù, kelaouennoù a deu war-wel gant keleier disheñvel eus ar bed. Ul lec’h gant kalz a arzoù eo ha mont e-biou ar bed kenwerzhel. Atav gant ar mennozh a sevennadur evit an holl hag a digoradur war ar bed. Er bed arallour ez eus un engouestladur sokial, un doare da vevañ, da vezañ, un doare all da welout an traoù.

DIY[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv "Do It Yourself ", DIY, a ziskouez an traoù graet gant tud ha n'int ket a-vicher, graet gant an dud o unan. Ar sonerien DIY a grou an holl draoù o-unan, ar pladennoù, sonadegoù, meret eo tout ganto. N'eus ket ezhomm a arc'hant. Evit strolladoù eo evit gortoz kaout arc'hant, bezañ anavezetoc'h pe c'hoazh kavout tud evit ober war-o-zro; met el luskad arallour eo ur c'herzhed (politikel). Graet 'vez an enrolladurioù, an dasparzhadur, etc, gant ar strolladoù, dre rouedadoù, mignoned... Nac'het eo gant ar sonerien bezañ war majorioù ha bezañ dasparzhet gant labelioù bras, nac'hañ a reont bezañ gwerzhet e stalioù bras (evel ar FNAC, Virgins...), ne vez ket komzet diouto er c'hazetennoù brudet nag er radioù kenwerzhel. En DIY e vez ivez laosket ar prizioù ar marc'hadmatañ posupl (pe digoust ma 'vez tu).

Ar sonerezh arallour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strollad Bérurier noir

A-drugarez d’ar sonerezh e vez skignet muioc’h c’hoazh al luskad.

Ar rock a vez klevet ar muiañ met tu ‘zo kaout dub, reggae, new wave…

Chom a rae an arzourien hag an dud o selaou er-maez eus an embregerezhioù bras hag ar sistem sonerezhel a arc'hant. Evit-se an dud o deus lakaet e plas doareoù disheñvel da dreuzkas ar sonerezh. Krouet eo radioù-dieub, sonadegoù ha strolladoù gant mennozhioù disheñvel a zo.

Ar sonerien n’o deus ket atav un deskadurezh war ar sonerezh met ur c’hoant bras o deus da c'hoari. Unan eus ar strolladoù brasañ hag en deus bountet kalz al luskad a zo « Bérurier Noir ». Sonerezh punk gant tro-war-dro kalz a arzoù, sirk, c’hoarioù…

Ar radioioù-dieub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar radioù-dieub a zo lesanvet radioù-morlaerien ivez.

Aotreet int bet gant ar prezidant Mitterrand e penn ar Stad, e 1981. E pep lec’h e vez savet radioioù lec’hel ha dreist-holl arallel.

Radioù sonerezhel int. Tu zo dre-se da zizoloiñ kalz a strolladoù disheñvel eus ar bed a-bezh (Bro-C’hall, Bro-Saoz, Broioù ar Reter, SUA…) ha eus kalz a stiloù, punk-rock, new-wave, dub...

Skingasadennoù a bep seurt a zo tu klevout. Diwar-benn sonerezh met ivez diwar-benn politikerezh : ar merc’hed, an heñvelrevder, ar pobloù bihan…

War ar radioioù-se n’eus ket a vruderezh. Graet ha meret int gant tud mennet hag o deus c'hoant da lakaat da zizoleiñ traoù d'an dud, ha mont a-enep d'ar radioù kenwerzhel.

En deiz a-hiziv eo deuet ar radioioù da vezañ embregerezhioù bras pe ar radioioù lec'hel a zo kenwerzhel.

Ar strolladoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strolladoù ‘vez savet gant tud n’int ket barrek-tre war ar sonerezh dre ret. Diskouez a reont ez eus tu ober sonerezh gant an holl, e vefemp pinvidik, brudet … pe get.

Ober a reont sonerezh evit ar blijadur. N’o deus ket c’hoant da rastellat arc’hant na da zont da vezañ brudet, un doare da vevañ eo hag ur c’hoant d’ober sonerezh. An testennoù n’int ket atav politikel, met kaozeal a reont ivez eus ar vuhez…

Un emzalc’h disheñvel eo eget ar sonerezh a oa a-raok, hep kenwerzh(ur mennozh c’hoazh a sevenadur evit an holl), gant leun a eskemmoù denel.

Setu un nebeud a strolladoù o deus lakaet war-raok al luskad hag ar mennozhioù.

Ar re gentañ, etre 1979 ha 1980: Les cadavres, OTH...

  • Etre 1980 ha 1982 e teuas war-wel: Lucrate milk, the Brigades, Camera silens, Haine brigade,...
  • Eus 1983 betek 1984: Les Béruriers noirs, Ludwig von 88, Les Thugs, Nuclear device, les Kamioners du suicide, Parabellum, Babylon fighters, Laid Thenardier, Parkaj mentale...
  • Goude 1985: Desert culturel, Neurones en folie, Heyoka, Scraps, Kochise...

Goude-se e vez krouet ivez gant ar strolladoù al labeloù evit produin pladennoù ha pladennoù du. Produet int gant ar strolladoù o-unan pe gant labeloù arallour evit chom hep mont er c’henwerzheladur. An dud a ra o zraoù o-unan, emveret. Bondage (e Pariz), On a faim, Gougnaf mouvement, Négative records a oa labeloù, Maloka (hag a zo anezhañ c’hoazh).

Dasparzhadur ar pladennoù hag ar c'heleier diwar-benn ar sonerien a veze graet ivez en un doare emveret, dre rouedadoù, tud o deus kemeret e karg an dra-se. Kelaouet ‘veze an dud eus ar pladennoù nevez embannet dre ar fanzinoù (kelaouennoù), an dasparzh a veze graet gant an dud ha dre ar rouedadoù krouet.

Sonadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud 'zo a aoze sonadegoù ivez gant ar strolladoù. Bodadoù tud a oa krouet evit aozañ sonadegoù ha troiadoù. C’hoariet ‘veze e salioù-kêr, salioù ar gouelioù…

Kregiñ a ra kalz ivez an tavarnioù da aozañ sonadegoù. Rock e vez an aliesañ met tu ‘zo gwelout a bep seut stiloù. An tavarnioù-sonadeg a zeu kalz war-wel.

Unan eus mennozhioù ar sonadegoù (hag al luskad) arallour a zo ivez kaout prizioù mont e-barzh izel. Tro-dro 4 pe 5 euro eo gant memestra 4 pe 5 strollad o c’hoari.

Diorroet eo ivez ar priz dieub. Roet ‘vez gant an dud ar priz o deus c’hoant evit mont e-barzh ; hervez ar pezh a c’hellont pe o deus c’hoant.

Ar pal eo e vefe tu gant an holl da zont memes ar re paourañ. Ur c'henskoazell eo, met ret eo d'an holl kemer perzh er spered-se.

Ur mennozh all a oa a-wechoù : dramm ebet, e skwatoù zo e vez lakaet an dra-se plas.

Parabellum (hag a zo c’hoazh bev), ar Beruriers noirs, Désert culturel, Kochise, Heyoka (bev c’hoazh),… a zo bet hag a zo c’hoazh skeudennoù ar sonerezh gall arallour.

Ar c'helaouiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fanzinoù a zo doareoù kelaouiñ war baper al luskad. Seurtoù kelaouennoù, er penn-kentañ savet evit kaozeal diwar-benn ar strolladoù hag a blije d'an dud.

Un den pe zaou a embanne ar pezh o doa c’hoant, ar pezh o doa plijet dezho. Moulet e oant gant ar pezh ‘oa gant an dud hag graet gant an dorn e oa. A-wechoù ne pade ket muioc’h a 1 pe 2 niverenn. Tu ‘oa kaout fanzinoù miziek, trimiziek pe memes bloaziek.

Lakaet ‘veze da zizoleiñ strolladoù sonerezh nevez pe heuliet reoù all. Kaozeet ‘veze eus ar strolladoù lec’hel hag eus ar sonadegoù a oa o tont.

Fanzinoù ‘zo a kaozee eus sujedoù an nevezenti. Keleier eus ar bed a-bezh a oa tu kavout.. Temoù ne vezent ket gwelet er mediaoù bras, an Apartheid, Palestinia… Met ar fanzinoù ne oant ket kelaouennoù strolladoù politikerezh, argaset e oant.

Kanaï, Apatrid, Poupée rebelle… a oa fanzinoù da skouer.

Ar sinema ‘oa ivez. Filmoù kelaouiñ pe filmoù arzel disheñvel a oa krouet. Skignet e oant er skwatoù pe e salioù bihan.

Ar radioù-dieub a zo ivez un doare da gelaouiñ. Keleier a zo ha tu 'zo dizoleiñ bed ar sonerezh.

Kenderc'hel a ra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Junior Cony

Al luskad arallour a zo bev c'hoazh memes ma ne vez ket klevet kalz dioutañ ken, nebeutoc'h a traoù a vez aozet met strolladoù nevez a zo deuet war-wel evit erlec'hiañ ar re goshañ. Kendalc'het 'vez da stourm, enep ar gouennelouriezh, ar faskouriezh hag ar gevredigezh a arc'hant.

Strolladoù evel La Fraction, Junior Cony, Ethnopaire a zo, labeloù zo a gendalc'h da embann sonerezh, gouelioù ha sonadegoù a vez aozet alies.

Maloka a zo ul label arallour hag a embann strolladoù bihan ha gant mennozhioù arallour ivez. Amañ dindan ez eus tu gwelet al logo e-kichen skritell ur sonadeg bras aozet e Geneve en ur sal bras arallour.