Luis Iañ Spagn
Luis Iañ, pe Loeiz Iañ Spagn (1707-1724), roue Spagn eus Genver da Eost 1724, da 17 vloaz, e-pad 229 deiz.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Palez ar Buen Retiro, e Madrid. Mab e oa da Felipe V, roue Spagn, ha da María Luisa Gabriela de Saboya, ur verc'h da roue Sardigna. Dre ma oa priñs pennhêr e voe anvet da priñs Asturiez hervez giz ar vro. Seizh vloaz ne oa ken pa varvas e vamm e miz C'hwevrer 1714. Dek miz goude, e miz Kerzu, ec'h addimezas e dad d'ar briñsez italian Elisabetta Farnese, eus dugelezh Parma.
E 1724 e voe dilezet ar galloud gant Felipe V da reiñ ar gurunenn d'e vab.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet da Louise Élisabeth d'Orléans (1709-1742), anavezet e Spagn evel Luisa Isabel de Orleans. Bugel ebet n'o doe.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude marv Luis ec'h adkemeras e dad Felipe V ar gurunenn. Adkaset e voe e intañvez yaouank da Vro-C'hall, rak ne oa ket karet gant lez Madrid.