Louise Élisabeth d'Orléans
Louise Élisabeth d'Orléans (1709-1742), anavezet e Spagn evel Luisa Isabel de Orleans, a oa ur briñsez c'hall dimezet da Luis Iañ, pe Loeiz Iañ Spagn (1707-1724), roue Spagn eus Genver da Eost 1724, e-pad 229 deiz.
E lez Spagn e oa brudet hec'h emzalc'h iskis, ma veze graet anezhi gant lod La reina loca, ar rouanez foll.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Philippe d'Orléans (1674-1723), rejant Bro-C'hall. Kavet en doa an tad e oa politikerezh mat he dimeziñ da bennhêr Spagn evit skoulmañ un emglev nevez, goude kement a vrezelioù etre an div vro. Ne seblante ket yac'h a spered ar briñsez, hag en em zerc'hel a rae en un doare iskis: breugeudiñ ne vern pegoulz na pelec'h, pourmen en he noazh.
En 1721 e oa 11 vloaz Louise-Élisabeth pa voe kaset da lez Madrid. Degemeret fall e voe eno gant Elisabetta Farnese, eil pried ar roue, a zisplije dezhi gwelout he lezvab o vont da engehentiñ ur pennhêr bennak diwar-goust he bugale dezhi. D'an 20 a viz Genver 1722 e voe graet an eured. 12 vloaz e oa Louise-Élisabeth, 14 vloaz he fried.
Mervel a reas he fried Luis da 17 vloaz, pa ne oa Louise Élisabeth nemet 15 vloaz. Adkemer a reas he zad-kaer Felipe V ar gurunenn. Adkaset e voe an intañvez yaouank da Vro-C'hall, rak ne oa ket karet gant lez Madrid na gant ar rouanez Elisabetta Farnese.
Daou vloaz a dremenas neuze en ur gouent, ha mont goude da chom da Bariz, da Palez al Luxembourg.
E Pariz e voe beziet.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Comte de Pimodan, Louise-Élisabeth d'Orléans, reine d'Espagne, 1709-1742, Plon, 1928, 393 p.