Ludwig Uhland

Eus Wikipedia
Ludwig Uhland (1818)

Ludwig Uhland (1787-1862) a oa ur barzh romantel alaman. Ganet e oa e Tübingen, e Württemberg. Eno e studias al lezenn er skol-veur, met troet e oa ivez gant al lennegezh krennamzerel, ar c'hrennalamaneg hag ar galleg. E 1810, ez eas da Bariz da studiañ ar varzhoniezh c'hallek; etre 1812 ha 1814 e voe alvokad e Stuttgart.

E 1807 ha 1808 en devoa savet kanaouennoù evit Musenalmanach Seckendorff hag e 1812 ha 1813 barzhonegoù evit ar Poetischer Almanach hag an Deutscher Dichterwald. En 1815 ec'h embannas an dastumad Vaterländische Gedichte, ha brud en doe gantañ. Adembannet e voe meur a wech, ha kresket bep taol. Traoù all a embannas, Ernst, Herzog von Schwaben (1818) ha Ludwig der Baier (1819), dister e-skoaz e ganoù.

Barzh romantel e oa, troet gant ar Grennamzer.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brudet eo ar c'han Der gute Kamerad (anavezet ivez evel Ich hatte einen Kameraden)[1] savet e 1809.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. YouTube