Ludwig III Bavaria

Eus Wikipedia
Ludwig III Bavaria

Ludwig III von Bayern (1845-1921), pe Ludwig III Bavaria, a oa diwezhañ roue Bavaria.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Liutpold von Wittelsbach ha da Auguste Ferdinande Aostria. E dad a oa mab d'ar roue Ludwig Iañ Bavaria ha d'e bried Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792-1854). Kenderv kompez e oa da Otto Iañ Bavaria.

Rejant e voe adalek 1912 betek 1913, ha roue adalek 1913 betek 1918, pa zilezas ar gurunenn, goude faezhet Alamagn er Brezel-bed kentañ.