Mont d’an endalc’had

Lucrezia Aguiari

Eus Wikipedia
Lucrezia Aguiari, poltredet gant Pietro Melchiorre Ferrari.

Lucrezia Aguiari, a-wechoù Agujari (1741-1783), lesanvet La Bastardella (ar vastardez), a oa ur ganerez soprana italian. Ur vouezh ouesk he devoa, gouest da vont a-hed ur skeuliad teir eizhvedenn hanter. En ul lizher eus ar 24 a viz Meurzh 1770 e skrive Leopold Mozart (tad Wolfgang Amadeus Mozart ) en doa klevet anezhi e c'hoarigandi Parma o kanañ un do altissimo (pe C uhelañ), un eizhvedennad a-us d'an do alto. Meneget eo an darvoud gant Aldous Huxley en e romant Brave New World.

Ganet e oa e Parma. Graet e veze "La Bastardina" pe "La Bastardella" anezhi. Meur a zisplegadenn zo bet roet. Hervez unan anezho e oa bastardez Leopoldo Aguiari pe hini e wreg, ar varkizez Bentivoglio. hervez eben e oa ur bugel kavet ha savet gant Aguiari. Kamm e oa, aet e oa un tamm eus he gar gant ur c'hi pe ur porc'hell pa oa bugelig.

Studiañ a reas gant Brizio Petrucci e Ferrara ha kaset goude d'ur gouent da Firenze, ma voe kelennet gant Lambertini. E 1764 e kanas evit ar wech kentañ e c'hoarigandi Firenze, ha bloaz goude e Padova, Lucca ha Verona. E 1766 e kane e Genova, Lucca, ha Parma, e-lec'h ma teuas da vezañ kanerez lez an dug-meur e 1768.


N'eus sol ebet d'ar martezeadoù embannet diwar-benn he darempredoù karantezus gant ar sonaozour Josef Mysliveček en e yaouankiz, evel a lenner e pempvet embannadur ar Grove Dictionary of Music and Musicians e 1954, hag a zo bet dishiliet amañ hag ahont.

E 1780 e timezas d'ar sonaozer Giuseppe Colla (1731-1806). E 1782 e paouezas da ganañ e fin an hañv e Genova dre ma oa klañv. Lavaret e voe e oa bet kontammet gant ur gevezerez warizius, hogen mervel a reas diwar an dorzhellegezh e 1783 da 40 vloaz.