Lucius Septimius (gouarnour)
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Lucius Septimius (n'ouzer ket petra e oa ar peurrest eus e anv), genidik eus Reims, a oa gouarnour roman proviñs Britannia Inferior, e dibenn ar IVe kantved.
Ne anavezer e anv nemet en un dedi da Jupiter ouzh troad ur golonenn a lakaas sevel e Cirencester, etre 360 ha 380 a greder, marteze e-kerzh ren an impalaer pagan Juluan an Abostad.