Lucius Quinctius Cincinnatus

Eus Wikipedia
Delwenn Cincinnatus e Cincinnati, Ohio

Lucius Quinctius pe Quintius Cincinnatus (c. -519 – c. -430) a oa ur patrikian, un den a Stad ha penn milourel roman e penn-kentañ ar Republik Roman. Deuet eo da vezañ un dudenn vojennel implijet evel skouer eus ar vertuz roman, dreist-holl an hini keodedel e-pad mare an impalaeriezh.

Cincinnatus a oa un enebour mirour da wirioù ar blebianed (ar geodedourien diazez roman) hag a oa kouezhet er baourentez, abalamour da soñjoù hag enebadurioù feuls e vab ouzh mennad ur c'hod lezennel skrivet reishoc'h er gevredigezh. En desped d'e oad e laboure en e atant bihan betek ma voe aloubet Roma. Galvet e voe neuze da benn gant ar geodedourien all. Leuskel a reas e arar evit kemer karg ar Stad. Ur wech trec'het an enebourien garv e rentas ar galloud hag e tistroas d'e atant.