Mont d’an endalc’had

Lu katolik ha roueel eus Breizh

Eus Wikipedia
Simboloù ar chouanted

Lu katolik ha roueel Breizh, e galleg Armée catholique et royale de Bretagne, e oa anv an aozadur a vode an holl chouanted eus Breizh. Ar ger-stur a oa In Sapientia Robur, Sic Reflorescent (Er basianted emañ an nerzh, al Lili a ziwano en-dro)

Hêr e oa al lu-se d'ar Gevredigezh vrezhon savet gant La Rouërie, ha savet e oa bet gant Joseph de Puisaye evit unvaniñ an holl unvezioù chouan. D'ar 15 a viz Here 1794, Puisaye a zo enoret gant an titl a letanant jeneral lu Breizh gant ar c'hont Charles d'Artois. Goude c'hwitadenn Dilestradeg Kiberen e miz Gouhere 1795, ar penn uhel de Puisaye a zo disentet gant Lu ar Morbihan renet gant Jord Kadoudal. Puisaye ne oa ket mui gouzañvet kennebeut gant lu Roazhon ha Felger memes ma chome harpet gant priñsed Bro-C'hall.

A-benn ar fin, Puisaye a roas e zilez e 1798. Goude ur pennad amzer gant René Augustin de Chalus e penn al lu, Kont Artois a anvas Marigny e penn an traoù met nac'hañ a reas hennezh. Goude-se e voe roet al lu da Béhague a chomas un nebeud mizioù e Breizh nemetken e-pad ar bloavezh 1798, goude-se e tistroas da Vro-Saoz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]