Loutroforos
Neuz
Ul loutroforos (henc'hresianeg : λουτροφόρος loutofóros, eus λουτρόν loutrón "kouronk" ha φέρω féro "dougen") zo ur seurt lestr pri-poazh henc'hresian dibar gouzouget-hir ha div skouarn outañ. Implijet e veze al loutroforosoù da zerc'hel dour evit gwalc'hiñ ur plac'h-nevez kent he eured, ha da-geñver al lidoù kañv. Lakaet e vezent ivez e bezioù ar maouezed dizimez[1].
Tres al loutroforosoù a veze arveret ivez er mein-bez en Henc'hres, kizellet e bos ouzh ur maen-koun, evel hini ar prederour Panaítios (Παναίτιος ; ~185 kJK – ~110 kJK), pe evit stummañ ar maen-bez end-eeun.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Richter, Gisela M. A..A Newly Acquired Loutrophoros. In : The Metropolitan Museum of Art Bulletin, levrenn. 23, niv. 2, C'hwevrer 1928, rann 1, pp. 54–57.. Kavet : 09 Mae 24.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Maen-koun Panaítios.. Kavet : 09 Mae 24.