Mont d’an endalc’had

Louise Marie Adélaïde de Bourbon

Eus Wikipedia
Marie-Adélaïde de Bourbon
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarie-Adélaïde de Bourbon Kemmañ
Anv-bihanLouise Kemmañ
Titl noblañsdug, duchess, priñsez Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Meu 1753 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHôtel de Toulouse Kemmañ
Deiziad ar marv23 Mez 1821 Kemmañ
Lec'h ar marvIvry-sur-Seine Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvKrign-bev ar vronn Kemmañ
Lec'h douaridigezhDreux Royal Chapel Kemmañ
TadLouis-Jean-Marie de Bourbon Kemmañ
MammMaria Teresa Felicita d'Este Kemmañ
Breur pe c'hoarLouis Alexandre de Bourbon, Prince of Lamballe, Louis Marie, Duke of Rambouillet, Jean Marie, Duke of Châteauvillain, Vincent, Count of Guingamp Kemmañ
PriedLouis Philippe d'Orléans Kemmañ
Kompagnun(ez)Jacques-Marie Rouzet Kemmañ
FamilhTiegezh Bourbon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
Perzhiad eDispac'h Gall Kemmañ
Louise Marie Adélaïde de Bourbon, dugez Orléans ha priñsez a wad, poltredet gant Élisabeth Vigée Le Brun.

Louise Marie Adélaïde de Bourbon, moranvet « Mademoiselle d'Ivry », ha goude « Mademoiselle de Penthièvre », dugez Chartrez (1769-1785) ha goude dugez Orléans (1785-1821) ganet e Paris en Hôtel de Toulouse d'an 13 a viz Meurzh 1753 ha marvet e kastell Ivry-sur-Seine d'an 23 a viz Mezheven 1821 a oa ur briñsez a wad eus ar re binvidikañ.

Merc'h e oa da Louis Jean Marie de Bourbon, dug Pentevr, ha d'e bried Maria Teresa Felicita d'Este. Pa varvas he breur henañ Louis-Alexandre, priñs Lamballe, en 1768, e teuas da vezañ pinvidikañ pennhêrez ar rouantelezh c'hall, susitourez madoù he zad-kozh, kont Toulouse, mab bastard divastardet da Loeiz XIV.

An aotrou a bentevr hag e verc'h, Marie-Adélaïde.

Pemzek vloaz e oa-hi en 1768 pa varvas he breur henañ ha pa vanas pennhêrez pinvidik evel ar mor. Kement-se a sachas evezh Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), dug Chartrez, 20 vloaz, mab henañ dug Orléans, penn skourr yaouañ an tiegezh roueel, kenderv a bell d'ar plac'h yaouank. Koulskoude e oa-hi eus ur skourr bastard, un dra vezhus er metoù-se, met kreñvoc'h e oa c'hwezh an arc'hant d'an dug pan eas da c'houlenn dorn ar goantenn. Kendirvi d'ar roue Loeiz XVI e oant o -daou. Digant he zad he doe dugelezhioù Châteauvillain, Arc-en-Barrois, ha Carignan (Ardennes). E Versailhez e voe lidet an eured d'ar 5 a viz Ebrel 1769.

Dug Chartrez hag e diegezh, 1776, gant Édouard Cibot ha Charles Lepeintre, kastilli Versailles ha Trianon.

O bugale e oa :

  1. ur verc'h (ganet-marv e 1771) ;
  2. Louis-Philippe (1773- 1850), dug Chartrez, ha goude dug Orleañs, roue ar C'hallaoued e 1830 evel Louis-Philippe Iañ;
  3. Antoine Philippe d'Orléans ( 1775–1807), dug Montpensier ;
  4. Louise Marie Adélaïde Eugénie (1777–1847), « Mademoiselle de Chartres » (1777), « Mademoiselle d'Orléans » (1782), goude-se Mademoiselle (1783-1812), Madame Adélaïde (1830) ;
  5. ur verc'h (1777-1782), « Mademoiselle d'Orléans », marvet da 5 bloaz;
  6. Louis Charles d'Orléans (1779-1808), kont Beaujolais.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E. Delille, Journal de la vie de S.A.S. la duchesse d'Orléans, Paris, 1822. Ouvrage trop favorable à la duchesse écrit par son secrétaire particulier
  • Michel de Decker, La Duchesse d'Orléans, Épouse de Philippe-Égalité et mère de Louis-Philippe, réédition chez Pygmalion 2001, (ISBN 2-85704-693-6) (Première édition Librérie Académique Perrin 1981, sous le titre La Veuve Égalité)