Philippe Égalité
Neuz
(Adkaset eus Louis Philippe d'Orléans (1747-1793))
Louis Philippe Joseph d'Orléans (1747-1793), dug Chartres, ha goude dug Orléans (1785-1792), a gemmas e anv e Philippe Égalité goude 1792, ganet e kastell Saint-Cloud d'an 13 a viz Ebrel 1747, a zo ur priñs gall hag a voe dibennet e Pariz d'ar 6 a viz Du 1793.
Kannad e-kerzh an Dispac'h Gall, brudet eo evit bezañ bet votet marv e c'henderv Loeiz XVI.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Louis Philippe d'Orléans (1725-1785).
Dimeziñ a reas da Marie-Adélaïde de Bourbon, ha c'hwec'h bugel o doe, en o zouez Louis Philippe, a renas e Bro-C'hall etre 1830 ha 1848.