Maria Teresa Felicita d'Este
Neuz
Maria Teresa Felicita d'Este (1726–1754) a oa ur briñsez italian, eus dugelezh Modena, deuet da vout dugez Pentevr dre hec'h eured.
Merc'h e oa d'an dug Francesco III (1737-1780) ha d'e bried Charlotte-Aglaé d'Orléans, ur briñsez c'hall, merc'h da Rejant Bro-C'hall.
E 1744 e timezas d'he c'henderv Louis-Jean-Marie de Bourbon, dug Pentevr, mab-bihan, eus ur skourr divastardet, da Loeiz XIV.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar roue Loeiz XIV ha markizez Montespan e tiskenne an daou bried, ha kerent tost e oant eta. Krediñ a reer eo abalamour d'ar genwadelezh-se eo e oa gwan ar vugale ha ne vevas nemet daou.
- Louis Marie de Bourbon (ganet en 1746, marvet en bugel) ;
- Louis Alexandre de Bourbon, priñs Lamballe (1747-marvet diwar bambocherezh en 1768), dimezet en 1767 da Maria Luisa di Savoia (1749-1792), mignonez d'ar rouanez Marie-Antoinette Bro-C'hall, lazhet gant an engroez.
- Jean -Marie de Bourbon, dug Chateauvillain (1748-1755) ;
- Vincent Marie Louis de Bourbon, kont Guingamp (1750-1752) ;
- Marie Louise de Bourbon (1751-1753) ;
- Louise Marie Adélaïde de Bourbon, pe « Mademoiselle de Penthièvre » (1753-1821), dimezet da Louis-Philippe d'Orléans lesanvet « Philippe-Égalité », a votas kondanidigezh Loeiz XVI d'ar marv en 1792, dibennet e miz Here goude. Int-i a oa tad ha mamm d'ar roue Louis-Philippe Iañ ;
- Louis-Marie Félicité (ganet ha marvet en 1754).