Mont d’an endalc’had

Louis Héry

Eus Wikipedia

Louis Émile Héry (Redon, 15 Here 1801 - Saint-Denis, 27 Here 1856)[1] a oa kelenner ha skrivagner en Enez ar Reünion hag a voe an hini kentañ o skrivañ kreoleg an enezenn.

Genidik e oa eus Redon hag e 1820 ec'h erruas en enez Bourbon (Reünion bremañ), e Meurvor Indez. Labourat a reas da gentañ war-dro ur blantadeg korz-sukr hag a oa perc'hennet gant div genitervez dezhañ. Buan a-walc'h e cheñchas micher avat ha mont da gelenner e skolaj roueel Saint-Denis.

Kuitaat a reas ar skol-se evit digeriñ ur skol brevez e Sainte-Suzanne, ul lec'h all en enezenn. E 1844 e tistroas d'ar skolaj roueel, ma chomas betek e varv e 1856.

En em lakaat a reas Louis Héry da dreiñ fablennoù anavezet e kreoleg. E 1828 e voe embannet e Fables créoles dédiées aux dames de l'île Bourbon, awenet gant fablennoù Jean de La Fontaine. Al levr kreolek kentañ e oa. Adembannet e voe, kresket, e 1849, 1856 ha 1883.