Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici
- Ur pennad Lorenzo de' Medici zo ivez.
Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici , lesanvet Lorenzo il Popolano, a oa ur priñs italian eus skourr yaouañ an Tiegezh Medici.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici. E dad-kozh a-berzh tad e oa Lorenzo il Vecchio, breur yaouañ Cosimo de' Medici ha diazezer skourr yaouañ an Tiegezh Medici. Ur breur en doa, Giovanni il Popolano.
Goude marv o zad e 1476 e voe savet an daou vugel gant o c'hendirvi Giuliano ha Lorenzo de' Medici.
Kelennet e voent gant lenneien evel Marsilio Ficino hag Angelo Poliziano ha savet e-kreiz tud a zeskadurezh hag a sevenadur evel a veze e lez il Magnifico. Troet da-vat e oant gant ar studioù klasel hag al levrioù, ka krouet e voe ganto ul levraoueg da zastum dornskridoù.
A-benn ur pennad e trenkas ar soubenn etrezo ha Lorenzo il Magnifico, en abeg d'an arc'hant dreist-holl, rak Lorenzo il Magnifico a vire hêrezh an daou vreur e-lec'h merañ anezho e-pad o yaouankiz hepmui. Mont a reas an afer betek al lez-varn.
Goude marv Lorenzo il Magnifico e savjont a-enep o c'henderv Piero (il Fatuo), ma voent harluet gantañ e miz Ebrel 1494.
A-benn miz Du avat e oa distro an daou vreur Lorenzo ha Giovanni da Firenze, da-heul arme c'hall Charlez VIII, a oa oc'h aloubiñ Italia, dre ma oa bet distroadet Piero gant un Dispac'h republikan. Mont a rejont a-du gant Girolamo Savonarola ha roet e voe dezho al lesanv Popolano ("Poblel") kement ha diskouez e oant e-tu ar bobl, e-skoaz skourr Piero de' Medici, ha ne oa nemet un tirant anezhañ. Anvet e voe Giovanni da gannad ar republik nevez, ar Repubblica fiorentina.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Semiramide Appiano, ha 5 bugel o doe:
- Pierfrancesco (1485 - 1525),
- Averardo (1488 - 1495),
- Laudomia,
- Ginevra
- Vincenzo.