Pierfrancesco de' Medici
Neuz
- Ur pennad Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici (1431 - 1469) zo ivez.
Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici, pe il Giovane pe il Popolano (1487–1525), abalamour d'e dad-kozh lesanvet Pierfrancesco de' Medici il Vecchio, a oa un arc'hantour italian, eus skourr popolano an tiegezh Medici, e Firenze e deroù ar XVIvet kantved.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Firenze. Mab e oa da Lorenzo il Popolano ha da Semiramide Appiano. Ne gemeras ket perzh er politikerezh, war-bouez ur wech, e 1522, pa voe kaset da gannad d'ar pab.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1511 e timezas da Maria Soderini ha pevar bugel o doe :
- Laudomia (war-dro 1510 - 1558), a zimezas div wech:
- da Alamanno Salviati,
- da Filippo Strozzi
- Lorenzino (1514-1548), lesanvet Lorenzaccio, muntrer an dug Alessandro de' Medici.
- Giuliano (1520 - 1588), den a iliz, arc'heskob Albi
- Maddalena (marvet en Ebrel 1583), dimezet da Roberto Strozzi.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Pierfrancesco e Cafaggiolo en 1525.