Lorenzo di Credi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred ur vaouez.

Lorenzo di Credi (war-dro 1459 – 12 a viz Genver, 1537) a oa ul livour ha kizeller italian. Levezoniñ a reas Leonardo da Vinci a-raok bezañ levezonet bras gantañ. Ganet e oa e Firenze, ha kregiñ a reas da labourat e stal Andrea del Verrocchio. Pa varvas ar mestr e voe kemeret ar stal war e lerc'h gant Lorenzo.

Poltred Caterina Sforza[kemmañ]

Unan eus livadurioù di Credi a voe sachet evezh an dud warnañ pa voe embannet gant anaoudeien zo e oa heñvel a-walc'h penn Mona Lisa gant Leonardo da Vinci ha dremm Caterina Sforza er poltred graet gant Lorenzo di Credi[1].

Honnezh, Caterina Sforza, a oa kontez Forlì hag Imola en Italia ar XVvet kantved, ha prizoniadez Cesare Borgia. Emañ ar poltred-se, a vez graet La dama dei gelsomini anezhañ, e mirdi kêr Forlì.

Lorenzo di Credi: La dama dei gelsomini, marteze Caterina Sforza, Pinacoteca Civica di Forlì.

Diskibien[kemmañ]

Diskibien en deus bet, Giovanni Antonio Sogliani hag Antonio del Ceraiolo eo ar re anavezetañ.[1].

Daveennoù[kemmañ]

  1. J.R. Hobbes page 67