Dugelezh Loren
Neuz
(Adkaset eus Loren (dugelezh))
Dugelezh Loren pe Dugelezh Loren-Uhel (Herzogtum (Ober-)Lothringen en alamaneg ha Duché de (Haute-)Lorraine e galleg) a oa un dugelezh istorel hag a zegouezh dre vras gant rannvro Loren a-vremañ er Frañs hag ivez darnoù eus Luksembourg a-vremañ hag eus Alamagn. Nancy, ar gêr-benn, Metz ha Verdun e oa ar c'hêrioù pennañ. Padout he deus graet eus ar bloaz 959 betek 1766 ma voe tapet ha staget ouzh Bro-C'hall.
Orin an dugelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe a-hed ar bloavezhioù goude meur a rannidigezh:
- en 843, gant feur-emglev Verdun, e voe rannet Impalaeriezh Karl Veur etre bugale Loeiz an Deol. Gant Lotar Iañ ec'h eas al lodenn etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter, hag anvet Francia Media.
- en 855 e varvas Lotar Iañ, ha rannet e voe rouantelezh Lotar Iañ etre e vibien, ha gant e vab Lotar II ez eas an hanternoz, da lavarout eo an douar anvet Lotharingia (diwar an anv latin Lotharii Regnum, a zo Lotharingien en alamaneg)
- Gwelout ar pennad Lotaringia
- un dugelezh e teuas da vezañ e deroù an Xvet kantved;
- en eil hanterenn an Xvet kantved e voe rannet an dugelezh etre div zugelezh: hini Lotaringia Izel ha hini Lotaringia Uhel, ha homañ eo a deuio da vezañ Bro-Loren[1].