Loren
- Evit implijoù all, gwelet Loren (disheñvelout).
Loren (Lothringen en alamaneg, Lothringe e frankoneg Loren, Loutrengen e luksembourgeg, Lorraine e galleg, Lotharingen e nederlandeg) a zo ur vro istorel eus Europa ar C'hornaoueg, ganet diwar:
hag he deus roet
- Dugelezh Loren, ul lodenn anezhi, a badas eus 959 da 1766.
- Distrig Loren, Bezirk Lothringen, anv departamant ar Moselle etre 1871 ha 1919, pa oa ul lodenn eus Alamagn
- Loren, ur rannvro eus Republik Frañs etre 1956 ha 2015
Ar skoed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War skoed Loren e weler teir erezan ("alérion" e galleg), erered bihan. Un tregejad eus LOREINA (ur skrivadur latin eus anv ar vro) eo ALERION, ar pezh a vez graet "ardamezioù kanus" en heraldik.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un drederenn eus an tiriad zo goloet gant koadeier. Nancy ha Metz eo an div gêr vrasañ. Épinal, Diddenuewen, Forbach, Bar-le-Duc ha Verdun zo kêrioù bras all.
Treuzet eo gant ar Mozel hag ar Meuse.
Ar yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El lodenn vrasañ eus Loren e vez komzet ur yezh romanek, al loreneg roman, hag e hanter departamant Moselle e vez komzet tri rann eus ar frankeg, ur yezh germanek : ar frankeg luksembourgek, frankeg ar Roen ha frankeg Mozel.