Mont d’an endalc’had

Loeiz Kerne

Eus Wikipedia

Loeiz Kerne, ganet e Kastell-Paol d'ar 4 a viz Mezheven 1840 ha marvet e Sibirill d'ar 6 a viz Gwengolo 1893, a oa ur beleg breizhat ha saver levrioù relijiel. Beleget e voe e 1865, hag anvet e voe tro-ha-tro e Lesneven, e Brest, en Treoù, e Plogastell-Sant-Jermen, e Kastell-Paol hag e Sibiril. Eno e varvas daou viz hepken goude bezañ anvet en e garg a berson.

  • Miz an Anaoun, Desmoulins, Landerne, 1891
  • An Ofern, ar Zul hag ar bloaz, Dumont, Brest, 1892
  • Buez an aotrou Sant Paol escop Leon, Dumont, Brest, 1893
  • Istor hor mamm zantel an Iliz kountet d'he genvroiz, Desmoulins, Landerne, 1893
  • Buez an Aotrou Sant Kaourintin escop Kerne, Dumont, Brest, 1894
  • Istor hor mamm santel an iliz beteg ar bloas ma, Desmoulins, Landerne, 1898

hag e galleg:

  • Saint‐Joseph autrefois Bel‐Air, maison de repos pour les prêtres âgés et infirmes à Saint‐Pol‐de‐Léon, P. Lanoé, Montroulez, 1891