Mont d’an endalc’had

Loeiz-Fulup Iañ

Eus Wikipedia
Loeiz-Fulup Iañ, Roue ar C'hallaoued

Louis-Philippe d’Orléans, pe Louis-Philippe Iañ, pe Loeiz-Fulup Iañ, pe Loeiz-Fulup Orleañs, ganet d'ar 6 a viz Here 1773 e Pariz (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 26 a viz Eost 1850 e Claremont e Surrey (Bro-Saoz), a voe an diwezhañ roue e Bro-C'hall. Anvet e voe da roue e 1830 ha diskaret gant Dispac'h 1848.

Mab e oa da Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), dug Chartrez, ha goude dug Orleañs (1785-1793), deuet da vout Philippe Égalité goude 1792.

Dimezet e oa da Maria Amalia Teresa an Div Sikilia (1782−1866).

Dek bugel en doe gant e wreg, daou a varvas en-vugale.

Anv Poltred Ganet Marvet Notennom
Ferdinand-Philippe Ferdinand-Philippe d'Orléans, priñs roueel 3 Gwengolo 1810 13 Gouhere 1842 Priñs roueel ha dug Orléans, dimezet da Helene zu Mecklenburg-Schwerin, ha bugale dezho.
Louise Louise d'Orléans 3 Ebrel 1812 11 Here]] 1850 Kentañ rouanez ar Velged. Dimezet da Leopold Iañ Belgia, ha bugale dezho.
Marie Marie d'Orléans 12 Ebrel 1813 6 Genver 1839 Dimezet da Alexander Friedrich Wilhelm von Württemberg (1804-1881), ha bugale dezho.
Louis Louis d'Orléans, dug Nemours 25 Here 1814 6 Mezheven 1896 Dug Nemours. Dimezet da Victoire von Sachsen-Coburg-Gotha, ha bugale dezho.
Françoise Françoise d'Orléans 28 Meurzh 1816 20 Mae 1818
Clémentine Clémentine d'Orléans 3 Mezheven 1817 16 C'hwevrer [[1907}} . Dimezet da Auguste von Sachsen-Coburg, ha bugale dezho.
François François d'Orléans, priñs Joinville 14 Eost 1818 16 Mezheven 1900 Priñs Joinville. Dimezet da Francisca de Bragança, ha bugale dezho.
Charles Charles d'Orléans, dug Pentrevr 1añ Genver 1820 25 Gouere 1828 Dug Pentevr.
Henri Henri d'Orléans, dug Aumale (18 vloaz) 16 Genver [[1822}} 7 Mae 1897 Dug Aumale. Dimezet da Marie-Caroline de Bourbon-Siciles.
Antoine Antoine d'Orléans, dug Montpensier [[31 Gouhere 1824}} [[4 C'hwevrer 1890}} Dug Montpensier, dimezet da Louise-Ferdinande de Bourbon, ha bugale dezho.