Mont d’an endalc’had

Francisca de Bragança

Eus Wikipedia
Francisca de Bragança (1824-1898)

Francisca de Bragança pe Francisca Carolina Joana Leopoldina Romana Xavier de Paula Micaela Rafaela Gabriela Gonzaga de Bragança (Rio de Janeiro, 1824 — Pariz, 1898), Priñsez Joinville, a oa ur briñsez a Vrazil.

Pevare bugel Pedro Iañ , impalaer Brazil, hag e bried Maria Leopoldine Aostria e oa; dre se e oa c'hoar d'an impalaer Pedro II. He mamm, a oa merc'h da Frañsez II an Impalaeriezh Santel, a varvas en 1826.

Addimeziñ a reas he zad en 1828 da Amélie von Leuchtenberg, merc'h da Eugène de Beauharnais. Dilezel a reas ar galloud da vont da Bortugal da sikour e verc'h henañ Maria II ha mervel a reas e 1834.

D'ar 1añ a viz Mae 1843, e Rio de Janeiro, e timezas Francisca da François d'Orléans, Priñs Joinville (1818-1900), priñs Joinville, mab da roue ar C'hallaoued Loeiz-Fulup I.

Ur verc'h ha daou vab he doe :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Généalogie des rois et des princes, Jean-Charles Volkmann, Jean-Paul Gisserot (1998)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]