Loch an Dàla
Neuz
Loch an Dàla (Loch Indaal pe Lochindaal e saozneg) zo ul loc'h-vor e-kreiz Enez-Ìle, e Bro-Skos. War lez gwalarn al loc'h emañ kêriadennoù Bruichladdich ha Port Sgioba, ha war al lez biz emañ Beul an Àtha hag Am Bogha Mòr, kêr-benn an enez.
Kanaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da noz e weler gouleier teir aod al loc'h, ha ganto eo bet awenet Iain Simpson da sevel ur ganaouenn saoznek brudet er vro hag anvet The Lights of Lochindaal.
Traezh meur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hreisteiz da Am Bogha Mòr, ez eus un traezh hir, 10 km bennak dezhañ, hag a ya betek Ceann Tràgha, anvet Grand Strand e saozneg, ma weler kalz tud e-pad an hañv.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
The Big Strand, an traezh hir.
-
Lochindaal, gwelet eus Beul an Àtha.