Loch Dearg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Loch Dearg

Loch Dearg pe Loch Geirg (Lough Derg e saozneg) zo ul lenn vihan e kontelezh Dún na nGall, nepell diouzh an harzoù etre Hanternoz Iwerzhon ha Republik Iwerzhon. En em astenn a ra war 890 hektar ha bas eo an dour enni.

Enezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kreiz al lenn ez eus un enezennig anvet Purgadóir Naoimh Phádraig (Purgator Sant Padrig) pe Station Island. Ur manati zo enni, bet savet en XIIvet kantved, ha dont a ra tud da birc'hirinañ di bep bloaz e koun sant Padrig a vije bet o vevañ eno er Vvet kantved. Er manati-se e voe skrivet an dornskrid brudet Tractatus de Purgatorio Sancti Patricii.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.