Loch Éirne

Eus Wikipedia

Loch Éirne (Lough Erne e saozneg) a reer eus div lenn e Hanternoz Iwerzhon, Loch Éirne Íochtair (al lenn izelañ) ha Loch Éirne Uachtair (al lenn uhelañ). Emañ kêr Inis Ceithleann, kêr-benn kontelezh Fear Manach, etre an div lenn. E gwirionez n'eo an div lenn-se nemet lodennoù ledanoc'h eus ur stêr anvet Abhainn na hÉirne, pe Éirne ivez, hag en em daol er Mor Atlantel.

Kalz brasoc'h eo al lenn izelañ, er gwalarn, eget al lenn uhelañ, er gevred. Enno o-div ez eus e-leizh a inizi bihan : 154 enezenn zo e Loch Éirne Íochtair (al lenn izelañ) ! Brudet eo ar c'hornad abalamour ma kaver roudoù stank eus an amzer wechall war an inizi-se : manatioù kristen eus ar Grennamzer Uhelañ war Daimhinis ha meur a hini all, delwennoù kozh war Inis Badhbha...

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]