Llangelynnin (Conwy)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Iliz Llangelynnin

Llangelynnin a oa ur gêriadennig hag ur barrez e Sir Conwy, e hanternoz Kembre. Emañ er c'hreisteiz da Gonwy, e-kichen kêriadenn Henryd. Bremañ ne chom koulz lavaret nemet an iliz, un iliz digenvez, gouestlet da sant Celynnin, ur sant hag a veve er VIvet kantved. Eus an XIIvet pe XIIIvet kantved eo ar savadur a zo bremañ.