Llandŵ
Neuz
- Arabat droukveskañ gant Landough.
Llandŵ (Llandow e saozneg), zo ur gêriadenn e-kreiz Bro Morgannwg, e kreisteiz Kembre, un 20 km er mervent da Kerdiz hag ur 5 km er c'hornôg da Y Bont-faen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-pad an Eil Brezel-bed e oa eno un nijva d'ar RAF. Hiziv eo aet un darn eus an dachenn da bark redadegoù kirri.
- D'an 12 a viz Meurzh 1950 e c'hoarvezas ur gwallzarvoud gant ur c'harr-nij e Llandŵ, ha lazhet e voe 80 den bet e dulenn o reiñ harp d'ar skipailh rugbi broadel[1]*
- E 2012 e oa an Eisteddfod Vroadel war dachenn an nijva kozh e Llandŵ[2].