Llŷr Gwyn Lewis
Neuz
Llŷr Gwyn Lewis
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv-bihan | Llŷr |
| Anv-familh | Lewis |
| Deiziad ganedigezh | 1987 |
| Yezhoù komzet pe skrivet | kembraeg, saozneg |
| Micher | skrivagner |
| Bet war ar studi e | Cardiff University, Jesus College |
Llŷr Gwyn Lewis (ganet e 1987) zo ur skrivagner kembraek.
Ganet ha desavet eo bet e Caernarfon, e gwalarn Kembre, ha studioù en deus graet e skolioù-meur Kerdiz hag Oxford betek ober un doktorelezh war oberennoù T. Gwynn Jones ha William Butler Yeats. Kelennet en deus kembraeg e skolioù-meur Abertawe ha Kerdiz hag emañ bremañ o labourat evit Cyd-Bwyllgor Addysg Cymru (Welsh Joint Education Committee).
E dorkad barzhonegoù kentañ, Storm ar Wyneb yr Haul, a voe embannet e 2014. Gant e levr kentañ e komz-plaen, Rhyw Flodau Rhyfel, en doa bet unan eus prizioù Llyfr y Flwyddyn e 2015. Meur a skrid a bep seurt en deus embannet e kelaouennoù kembraek evel Ysgrifau Beirniadol, Poetry Wales, Taliesin hag O’r Pedwar Gwynt.