Lizher d'ar C'halated
Unan eus Lizheroù Paol eo al Lizher d'ar C'halated, e Lizheroù an Ebestel en Testamant Nevez.
Setu ar pezh a lenner e kinnig Maodez Glanndour d'al lizher d'ar C'halated :
"An disparti etre ar Gristeniezh ha Lezenn Voizez n'eo ket bet c'hoarvezet en un taol. Ar gristenien gentañ deuet eus ar Yuzeviezh, an Ebestel o-unan, n'o deus ket dilezet eus an eil deiz d'egile kement a oa eus an urzh kozh : Jezuz e-unan a oa bet feal d'ar vuhez yuzev ha da lidoù an Templ. Petra oa da zilezel bremañ evit an diskibion gentañ ? Petra evit ar re deuet eus ar Baganiezh ? [...] Paol a lak ar gudenn war ur bazenn uheloc'h : n'eus ket da chom etre daou. N'eo ket al lezenn, pe an Amdroc'h a ro santelezh dirak Doue, met ar feiz vev e Jezuz Krist. [...] Soñjal a reer eo bet skrivet al lizher d'ar C'halated a-raok an eil d'ar Gorintidi, war-dro 56-57, hep na vefe resisaet muioc'h."[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troidigezh an Testamant Nevez gant Maodez Glanndour, Al Liamm, p. 354-355